The Dubliners

The Dubliners

The Dubliners ("Dulenniz") a oa ur strollad sonerien iwerzhonat, savet e 1962, hag a gane kanaouennoù saoznek Iwerzhon, er marevezh folk. Darn a oa kanaouennoù istorel, dispac'hel pe vroadel, darn a oa kanaouennoù martoloded, pe da evañ. Brudet e oant er bed a-bezh, ha bet e oant meur a wech o kanañ e deroù Gouelioù Etrekeltiek an Oriant. Gant The Chieftains e oant sonerien vrudetañ Iwerzhon er bed, a-raok marevezh U2.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search